Statudoù an SLB (bzhg)

TITL I : Savidigezh, emezeladur, skarzhadur


I.1 Savet ez eus ur sindikad SINDIKAD LABOURERIEN BREIZH -SLB- e anv.


I.2 Lakaet eo sez sokial ar Sindikad e Ti ar Vro, Plasenn Gwirioù Mab-den, 29270 Karaez


I.3 Evit bezañ ezel eus ar Sindikad e ranker paeañ ur skodenn termenet gant ar Vodadeg-veur pe ar C’huzul

Broadel, ha doujañ d’ar Statudoù ha d’ar Reolennadur Diabarzh. Ul lodenn eus ar skodennoù termenet gant ar reolennadur diabarzh a ya d’an unvaniezhioù-lec’h.


I.4 Digor eo ar Sindikad SLB d’an holl c’hopradezed/c’hopridi, retretadezed/retretidi, tud o klask labour, tud dilabour, labourerezed/labourerien emren, studierezed/studierien, liseadezed/liseidi, deskardezed/deskarded adalek 16 vloaz, labourerezed ha labourerien dizalc’h a zo o labourat pe o chom e Breizh pe en diavaez hag o stourm evit Breizh hag a zo mennet da stourm ouzh ar gwaskerezh sokial.


I.5 Paouez a reer a vezañ ezel dre un dilez dre skrid, dre ma chomer hep paeañ ar skodenn pe dre zisentez skarzhadur ar C’huzul Broadel.


TITL II : Pennaennoù stur


II.1 Labourat a ra SLB e nav bro Breizh : Kerne, Dol, Leon, Naoned, Roazhon, Sant-Brieg, Sant-Malo, Treger, Gwened.


II.2 Embann a ra SLB ez eus eus ar Vreizhiz ur bobl he deus, evel an holl bobloù, gwir d’an emc’houarnerezh.


II.3 Gwir a zo gant pep ezel da c’houlenn kaout ur garg e diabarzh ar sindikad. Difennet eo evelkent kaout ur garg vroadel er sindikad da neb piv bennak en deus kargoù a bouez e ne vern pe strollad politikel.


II.4 Ar brezhoneg eo yezh ofisiel ar Sindikad SLB. Yezh labour implijidi ar Sindikad ez eo. Pep embannadur ofisiel a-berzh ar Sindikad a vo e brezhoneg ; diouzh ret e c’hell bezañ troet e yezhoù all.


II.5 Bez’ eus eus ar Sindikad SLB un unvaniezh stourm evit labourerezed/labourerien Breizh, evit difenn o gwirioù sokial ha broadel hag evit gounit dezho gwirioù sokial ha broadel. Bez’ ez eo un unvaniezh kengred gant labourerezed/labourerien Breizh ha kengred ivez war an dachenn etrevroadel gant labourerezed/labourerien ar bed-holl.


II.6 Embann a ra SLB o deus an holl Vreizhiz gwir da chom da vevañ, da labourat pe da zont en-dro da vevañ e Breizh. Gwir o deus ivez da vevañ en un endro yac’h ha disaotr.


II.7 Stourm a ra SLB evit ma vo anavezet ar barded etre paotred ha merc’hed war an dachenn sokial.


II.8 Sikour a ra ar Sindikad Breizhadezed/Breizhiz an diavaez da zont en-dro da labourat ha da chom er Vro.


II.9 Demokratel eo SLB ha stourm a ra ouzh ar faskouriezh, an hollveliegezh ha pep kealiadurezh kontrol da wirioù Mab-den.


TITL III : Frammoù Kevrennoù, Unvaniezhioù Lec’hel, Unvaniezhioù Bro, Gennadoù, Kuzul Broadel, Bodadeg-veur, Burev Broadel.


III.1 Ar Gevrenn En ur gevrenn ez eus da nebeutañ daou ezel a labour en hevelep embregerezh pe melestradurezh. Rann diazez ar Sindikad ez eo ; enni e c’hell pep ezel lavarout e soñj. Ur rann emren a zo eus ar gevrenn, termeniñ e ra hec’h arc’hadurioù dezhi hec’h-unan en ur zoujañ da bennaennoù stur ar Sindikad SLB. Kemer a ra perzh ivez e mont en-dro hollek ar Sindikad : kinnigoù d’an Unvaniezh Lec’hel, d’an Unvaniezh Bro, d’ar Gennad, d’ar Vodadeg-veur. Dilenn a ra pep kevrenn ur burev ennañ da nebeutañ ur sekretourez/sekretour hag un deñzorerez/teñzorer ; dilenn a ra ivez un Dileuriadez/Dileuriad Sindikad pe meur a hini hervez ment an embregerezh pe ar velestradurezh. Kengred eo an holl gevrennoù etrezo, dreist-holl da vare stourmadoù bras.


III.2 An Unvaniezh Lec’hel (U.L.) Bodañ a ra ar C’hevrennoù hag an izili digenvez dre gornioù-bro a ne vern pe dachenn vicher e teufent. Ul lec’h a gendiviz, a eskemmerezh skiant-prenet hag a stummadur izili eo an Unvaniezh Lec’hel. Dilenn a ra pep Unvaniezh Lec’hel ur burev ennañ da nebeutañ ur sekretourez/sekretour hag un deñzorerez/teñzorer. E pep U.L. ez eus 2 Gevrenn da vihanañ. Termenet eo ar c’hornioù-bro gant ar Vodadeg-veur pe ar C’huzul Broadel.


III.3 An Unvaniezh Bro (U.B.) Bodañ a ra an Unvaniezhioù Lec’hel. Kenurzhiañ a ra an Unvaniezhioù Lec’hel ha labourat a ra war un dachenn vro termenet gant ar Vodadeg-veur pe ar C’huzul Broadel. E pep U.B. ez eus 2 U.L. da vihanañ. Dilenn a ra pep Unvaniezh Bro ur burev ennañ ur sekretourez/sekretour hag un deñzorerez/teñzorer da nebeutañ.


III.4 : Ar Gennad Bez’ o deus ar c’hevrennoù hag izili digenvez un hevelep gennad armerzhel pe melestradurel d’en em vodañ en ur framm teknikel anvet « Gennad ». Sikour a ra sevel Kevrennoù er gennad-se. Dre o freder e c’hell ar Sindikad sevel raktresoù hollek evit Breizh war dachenn pep gennad armerzhel pe melestradurel : yeched, treuzdougen, energiezh, deskadurezh, politikerezh yezh h.a. Dilenn a ra pep Gennad ur burev ennañ ur sekretourez/sekretour hag un deñzorerez/teñzorer da nebeutañ. E pep Gennad ez eus 2 Gevrenn da vihanañ. Da sevel ur Gennad nevez e rank ar Vodadeg-veur pe ar C’huzul Broadel lavarout o soñj.


III.5 : Ar C’huzul Broadel Ennañ emañ dileuridi ar Unvaniezhioù Bro hag ar Gennadoù hervez niver o izili hag ivez izili ar Burev Broadel. Bez’ eus anezhañ bodad divizout ar Sindikad etre div Vodadeg-veur. Mar sav dizemglev diwar-benn e zisentezioù e c’hello ur Vodadeg-veur dreistordinal bezañ galvet diwar c’houlenn 2/3 eus izili ar C’hevrennoù. Bodet e vez peder gwech bep bloaz da nebeutañ diwar bedadenn dre skrid ar Sekretourez veur/Sekretour meur. Bez’ e c’hell ur C’huzul Broadel dreistordinal bezañ galvet diwar c’houlenn 1/3 eus ar C’hevrennoù.


III.6 : Ar Vodadeg-veur Bodad pennañ ar Sindikad SLB eo ar Vodadeg-veur. Bodet e vez da nebeutañ ur wech bep 2 vloaz diwar galv dre skrid ar Sekretourez veur/Sekretour meur. Bez’ e c’hell ur Vodadeg-veur dreistordinal bezañ galvet gant an 2/3 eus izili ar C’hevrennoù. Bodañ a ra dileuriadezed/dileuridi ar C’hevrennoù dilennet ez kenfeurel hervez niver an izili bet paeet o skodenn ganto d’an 31/12 a-raok ar Vodadeg-veur. Gant ar Vodadeg-veur e vez dilennet ar Sekretourez veur/Sekretour meur, an Deñzorerez veur/Teñzorer meur, ar Genurzhierez/c’henurzhier, an den e karg eus an darempredoù etrevroadel hag an hini e karg eus an daremprederezh diavaez. Disentezioù ar Vodadeg-veur a vez kemeret gant ar muiañ-niver eus ar galloudoù, nemet evit pezh a sell kemmañ ar Statudoù, kemmañ frammoù ar Sindikad ma ranker kaout ur muiañ -niver eus an 2/3. Bez’ e rank pep dileuriad kemer perzh er Vodadeg-veur.


III.7 : Ar Burev Broadel Seveniñ disentezioù ar Vodadeg-veur hag ar C’huzul Broadel eo e garg. Ennañ emañ ar Sekretourez veur/Sekretour meur, an Deñzorerez veur/Teñzorer meur, ar Genurzhierez/C’henurzhier, an den e karg eus an darempredoù etrevroadel hag an hini e karg eus an daremprederez diavaez.


TITL IV :Reolennadur diabarzh


Resisaat a ra ar Reolennadur diabarzh dibaboù ar statudoù, aesaat ha kadarnaat a ra mont en-dro demokratel ar sindikad S.L.B. Savet ha kemmet e vez ar reolennadur diabarzh gant ar Vodadeg-veur pe ar C’huzul Broadel.


TITL V : Glad hag arc’hant


V.1 : Glad Glad ar Sindikad S.L.B. a zo anezhañ an holl vadoù ha gwirioù en deus.


V.2 : Arc’hant Arc’hantet eo ar Sindikad gant ar skodennoù, yalc’hadoù ar strollegezhioù publik a zo en e zaremprederezh ha gant a bep seurt mammennoù all (donezonoù, gouelioù h.a.).


TITL VI : Divodadur


Ne c’hello S.L.B. bezañ divodet nemet gant ur Vodadeg-veur dreistordinal galvet daou viz en a-raok ha gant an ¾ eus an dileuridi. Mar c’hoarvez d’ar Sindikad bezañ divodet e vo anvet ur C’huzul Broadel da zivizout diwar-benn ar pezh a vo graet gant glad ha madoù ar sindikad SLB.


Statudoù Mae 2003

Kinnig - Présentation

  • : SLB - Kevrenn Skol-veur An Naoned
  • SLB - Kevrenn Skol-veur An Naoned
  • : SLB a zo anezhañ ur sindikad a embann ar gwir o deus ar Vreizhiz, forzh peseurt orin a vefe ganto, da vevañ, labourat, divizout ha stourm e Breizh - Le SLB est un syndicat qui revendique le droit pour les bretons, quelle que soit leur origine, de vivre, travailler, décider et lutter en Bretagne.

Darempred - Contact

slb.naoned@gmail.com
Créer un blog gratuit sur over-blog.com - Contact - C.G.U. - Rémunération en droits d'auteur - Signaler un abus