Vendredi 10 avril 2009
5
10
/04
/Avr
/2009
21:41
Ar c'hentelioù tañva ouzh ar brezhoneg a zo laket ur sav ganto evit mare ar vakañsoù. Adkroget e vo ganto d'al Lun 20 a
viz Ebrel, er sal 116 bepred, savadur Tertre. Un abadenn gentañ a vo da 15e30, hag un eil da 16e30.
Evit ar re o defe c'hwitet an abadennoù kentañ, kit e darempred gant an SLB d'ar chomlec'h meneget war ar blog mar plij
ganeoc'h evit ma vo kaset deoc'h un diell a ziverr ar pep retañ eus ar pezh a zo bet pledet gantañ betek-henn.
D'an holl e aliomp un nebeut levrioù deoc'h da mont war-raok gant ho prezhoneg buanoc'h eget ma rafec'h o heuliañ ar
c'hentelioù ha tra ken.
Da gentañ e c'halloc'h pakout ur geriadur brezhoneg-galleg galleg-brezhoneg ma n'eo ket graet c'hoazh (ur 15€ bennak
dindan ar stumm godell).
Ho aliañ a reomp ivez un nebeut oberennoù kenglotus : an hentenn vrezhonek Ni
a gomz Brezhoneg gant Mark Kerrain, Grammaire bretonne gant Roparzh Hemon (vak er BU) ha Gerioù evit komz brezhoneg bemdez gant Alan Monfort, ennañ gerioù boutin ar brezhoneg. Gallout a c'halloc'h mont e darempred ganeomp evit koumanantiñ unan eus
an oberennoù-se, kas a rimp skouerennoù anezho ar wezh a zeu.
Hetiñ a reomp vakañsoù mat d'an holl, dreist-holl d'ar re o deus tapet e-barzh al luskad sokial-skol-veur. Ar stourm a
gendalc'h !
Les cours d'initiation au breton se sont interrompus temporairement pour cause de vacances. Ils reprendront le lundi 20
avril, toujours en salle 116, bâtiment Tertre. Une première séance aura lieu à 15h30, et une deuxième à 16h30.
Pour ceux qui auraient manqué les premières séances, veuillez contacter le SLB à l'adresse indiquée sur ce blog afin
que l'on vous communique un document de cours qui retrace l'essentiel de ce qui a été vu jusqu'à maintenant.
A ceux-là et aux autres, nous recommandons quelques livres pour vous permettre de progresser en breton plus vite que
vous ne le feriez en assistant simplement au cours.
Vous pouvez vous munir dans un premier temps d'un dictionnaire breton-français français-breton si ce n'est déjà fait
(environ 15 € en format de poche).
Nous vous aussi recommandons quelques ouvrages complémentaires : la méthode de breton Ni a gomz Brezhoneg, Grammaire bretonne de Roparzh Hemon (disponible à la BU) ainsi que Gerioù evit komz brezhoneg bemdez de Alan Monfort, un lexique des mots usuels en breton. Vous pouvez vous adressez à nous si vous souhaitez commander un de
ces ouvrages, nous en apporterons des exemplaires la fois prochaine.
Nous vous souhaitons à tous de bonnes vacances, en particulier à ceux qui ont su mettre leur année universitaire en
parenthèse pour s'impliquer dans le mouvement social étudiant. La lutte continue, ar stourm a gendalc'h !
Par SLB Skol-Veur Naoned
0
Evezhiadennoù diwezhañ