Partager l'article ! Un tañva d'ar brezhoneg e Skol-veur Naoned bep Lun - Initiation au breton à l'Université de Nantes tous les lundis: Hiviziken e kinnig ...
| Mai 2012 | ||||||||||
| L | M | M | J | V | S | D | ||||
| 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | |||||
| 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | ||||
| 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | 20 | ||||
| 21 | 22 | 23 | 24 | 25 | 26 | 27 | ||||
| 28 | 29 | 30 | 31 | |||||||
|
||||||||||
Hiviziken e kinnig an SLB Skol-veur kentelioù dizoleiñ ar brezhoneg bep Lun e Skol-veur Naoned. An abadenn gentañ he deus bodet ur pemzek studier bennak, dedennet-bras gant an degouezh. Gallet o deus tañva dindan un aergelc'h plijus ouzh pinvidigezh ur yezh a zo komzet e Bro-Naoned abaoe meur a gantved.
Ar c'hinnig-mañ a respont da ezvezañs ar brezhoneg e Skol-veur Naoned, ha pa vefe er stummadurioù pe en he mont-en-dro pemdez (panelloù, mererezh ar c'hoskor, kehentiñ diavaez unyezhek, ne vez ket brudet nag ar sevenadur e brezhoneg nag ar frammoù kelenn ar brezhoneg, h.a.). Ar saviad-mañ a bad abaoe m'eo bet dilammet ar brezhoneg evel danvez diret en USE* ar Yezhoù en un doare amreol da geñver an distro-skol 2004, pa oa trawalc'h a studierien enskrivet evit justifiañ dalc'h an danvez.
An interest eztaolet gant ar studierien evit ar brezhoneg a ziskouez a-walc'h ur wir c'houlenn sokial a rank Skol-veur Naoned e vastañ en ur ziorren ur politikerezh yezh a-du gant ar yezh vrezhonek, diouzh gwirvoudoù yezhel Bro-Naoned, hag a aotrenfe ober gant ar brezhoneg eus ar skol-vamm d'an deskadurezh uhel. An dra-se a c'houlenn da gentañ-penn adlakaat en e blas ar brezhoneg evel danvez diret en USE ar Yezhoù ha sinañ ar garta « Ya d'ar Brezhoneg » kaset war-raok gant Ofis ar Brezhoneg. Anv a zo prest-kaer da staliañ un hentad brezhoneg a-benn respont d'an diouer a dud a-vicher stummet war ar yezh, en deskadurezh divyezhek peurgetket. N'eo ket reizh e vefe rediet ar studierien c'hoant ganto heuliañ seurt kursus mont da Roazhon, o c'houzout ar c'harg arc'hantel a dalvez a-fed lojañ, treuzdougen, h.a.
Ur gwir eo evit annezidi Bro-Naoned gallout perc'henniñ ar yezh vrezhonek. Ur mall eo zoken rak digresk trumm an niver a yezherien, bet stadet gant labourioù kaset da benn nevez zo.
Emgav neuze Dilun a zeu (30/03/09) da 15e30 evit un abadenn nevez er sal 116, savadur Tertre (Chemin de la Censive du Tertre). Deuit niverus !
An intrudu-se a zo e-barzh Skol-veur Boblek Naoned, ul lec'h tabutal ha prezegenniñ digor d'an holl. Blokus an USE-ioù a vag evit gwir ur birvilh-spered hag a ro tro da sevel energiezhioù ha soñjoù ar studierien a bep lec'h, a 'n em vod a-benn-kaer da brederiañ war tuadur al luskad sokial-skol-veur hag emdroadur hollek ar gevredigezh a-vremañ.
*Unvez Stummañ hag Enklask
*Unité de Formation et de Recherche
Evezhiadennoù diwezhañ